Nitra

Kreiz-kêr Nitra, gwelet eus ar c'hastell

Nitra (distaget [ˈɲitra] e slovakeg) zo ur gêr vras e kornaoueg Slovakia, e-harz menez Zobor, war lez ar stêr Nitra. E deroù 2017 e oa 79 472 a dud o chom enni ha gant se e oa ar bempvet kêr vrasañ e Slovakia, goude Bratislava, Košice, Prešov ha Žilina. Unan eus koshañ kêrioù ar vro eo ivez. Kêr-benn Priñselezh Nitra e oa er Grennamzer. Hiziv ez eo kêr-benn Rannvro Nitra.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search